Гуру Песен Популярное
А Б В Г Д Е Ж З И К Л М Н О П Р С Т У Ф Х Ц Ч Ш Э Ю Я
# A B C D E F G H I J K L M N O P Q R S T U V W X Y Z

Tri Bleiz Die - Gwad, c'hwez ha daeroù | Текст песни

Ha klevet 'peus ar c'heloù
Diwar-benn an Ankoù
War a seblant 'mañ mat an traoù gantañ
'mañ o c'horiñ an emsav
E pep lec'h war ar maezioù
Tre evel er c'hêrioù
Stummañ 'ra tud yaouank da gannañ
Ha reiñ he frankiz d'ar vro.

Gwad, c'hwez ha daeroù
Mousc'hoarzhiñ 'ra 'n Ankoù
O wel't ar sourdarded o kouezhañ
Ne vo ket pell o varv
N'ur hejañ e gorf-eskern
E falc'h hag e bilhoù
En deus soñj eus ar stourmerien c'hloazet
« Sikour ebet dezho
Ne ra an Ankoù 'met
Falc'hat an eneoù ! »

Gwa me !
Sutal 'ra boledoù a-us d'am fenn
War dachenn 'n argad 'vin o vervel
'm eus ket nerzh a-walc'h ken 'vit sevel
Kimiad !
Gwa me !
'mañ trouz ar c'hanol o voudal em fenn
'vidon-me echu eo ar brezel
'n Ankoù 'lavar din a vouezh-izel :
« Demat ! »

Tri Bleiz Die еще тексты


Видео
Нет видео
-
Оценка текста
Статистика страницы на pesni.guru ▼
Просмотров сегодня: 1