Goursaw-heol gouaГ±v gant gouloГ№ loar 'dreus red ar c'houmoul loued D'an New'amser warlec'h kreisteiz en aour al lanneg E Beg ar Van goude kuzh-heol 'raog nos, er misioГ№ Du Pa ba' bourc'h PlogoГ±v da vitin araog dihun an dud
"Ar chass a glewan o harzhal, setu ar soudarded c'hall". Prest eo ar bobl e penn ar Bed, prest eo hi' wid ar gad diwezaГ± 'Vo ket 'wid c'hoari 'vel boas, ga'r voger bar c'hein 'vo dic'hrass
Dirag plegmor an Anaon epad nos Kalanna E chomen mud, torret ma naon, o wel penn Eurasia Leun oa ma fenn gant hunvreoГ№ Morgan, Isold, Ahes Gant kleier ilisoГ№ KГЄr-Ys ha manati drouizesed
Mallozh, mallozh d'an heñi a gred disakro douar hol lorc'h Prest eo…Ba' daoulagad an dud'so krog ba' kerreg du Kernew Dimezo 'ra a neñv ga'r mor, an eñvor o skedo E peb sellad pell ar c'hornog 'ma oll furnezh ar Bed Brasset war ar chadenn-buhez diboa geneliezh mab-den
Mallozh, mallozh d'an heñi a gred disakro douar hol lorc'h Prest eo…
Ba' daoulagad an dud dre'man e chom ur vadelezh don Dont'ra deus an tri mil kantved, o beaj hir war an hent E ped lagad e c'haller lenn ur gounar gozh ha leun Sevel gorreg 'vel un arme divent 'wid 'r gad diwezaГ±
"Ar chass a glewan o harzhal, setu ar soudarded c'hall!" Prest eo…