Jenovefa
I
Pa oa paotr Yannig gant e zeсved (bis) ...(!)
N'en doa ket soсj da vezaс beleget (bis)
- Ne vin, avat, beleg na manac'h (bis)
Lakaet em eus ma spered er plac'h (bis)
Pa zeuas e vamm ha lвras dezhaс :
- Te zo ur paotr fin, ma mab Yann
Lez al loened-se, ha deus d'ar gкr *
Evit monet da skol da Gemper
'Vit mont da skol da vezaс beleget *
Ha lavar kenavo d'ar merc'hed
II
Bravaс merc'hed a oa er vro-se ...(!)
Merch'ed aotrou an Faou a-neuze
Bravaс merc'hed a save o fenn
Voe merc'hed an Faou war an dachenn
I a daole sked dreist ar merc'hed
Evel ma ra'l loar dreist ar stered
Ha gante peb a inkane gwenn
O tont d'ar pardon da Bont-Aven
O tont d'ar pardon da Bont-Aven
A grene an douar hag ar vein
Gante peb a vrozh c'hlas a seizenn
Ha karkanioщ aour war o c'herc'henn
Ar yaouankaс, hounnezh ar vravaс ...(!) *
Yannig Kervlez a gar, a glevan
- Pevar mignon kloareg am eus bet
Hag o-fevar emaс int beleget
Yannig ar Flecher, an diwezhaс,
A laka va c'halon da rannaс
III
Pa oa Yannig o vont d'an urzhoщ ...(!) *
Jenovefa oa war he zreujoщ
Jenovefa oa war he zreujoщ
Hag a c'hrwie-hi dantelezoщ
Hag o brode gant neudenn arc'hant
Da c'holeiс ur c'halir e vent koant
- Yannig ar Flecher, ouzhin sentet
Da gemer an urzhoщ na it ket
Da gemer an urzhoщ na it ket
En abeg d'an amzer dremenet
- Distreiс d'ar gкr me ne c'hallan ket
Pe vin anvet ar gaouier touet
- N'oc'h eus eta koun eus an holl draoщ
A zo bet lвret warnomp hon-daou
Kollet oc'h eus eta ar walenn
'M eus roet deoc'h e-kreiz an abadenn
- Ho kwalenn aour n'am eus ket kollet
Doue 'n eus hi diganin tennet
- Yannig ar Flecher, distroet en-dro
Ha me 'roio deoc'h va holl vadoщ
Yannig, va mignon, distroet en-dro
Ha me 'yelo d'hoc'h heul e peb bro
Ha me 'gemero boteier koad
Ha me 'yey ganeoc'h da labourat
Ma na sentet ket ouzh va goulenn
Degasit din-me ar groaz-nouenn
- Siwazh ! hoc'h heuliaс ne c'hallan ket
Rak a-berzh Doue on chadennet
Rak gant dorn Doue ez on dalc'het
Ha d'an urzhoщ eo ret din monet
IV
Hag o tont en-dro eus a Gemper
E teuas adarre d'ar maner
- Eurvad, aotrou maner Rustefan,
Eurvad deoc'h holl dud, bras ha bihan
Eurvad ha joa deoc'h, bihan ha bras
Muioc'h evit zo ganin, siwazh !
Me zo deuet d'ho pediс, d'an deiz
Da zonet d'an oferenn nevez
- Ya ! d'hoc'h oferenn ni a yelo
Kentaс 'brofo er plad, me a vo
Me a brofo er plad ugent skoed
Hag ho maeronez, va itron, dek ;
Hag ho maeronez a brofo dek,
Da reiс enor deoc'h, aotrou beleg
V
Pa oan digouet e-tal Penn-al-Lenn
O vonet ivez d'an oferenn
E welis kalz a dud o redek
Hag i en un estlamm bras-meurbet
- Na c'hwi, gwregig kozh, din lavaret,
Nag an oferenn zo echuet ?
- An oferenn a zo deraouet
Hogen he echuiс n'en deus ket gallet
He echuiс n'en deus ket gallet
Gouelaс da Jenovefa 'n eus graet
Ha tri levr bras en deus treuzet, 'vat,
Gant an daeroщ eus e zaoulagad
Ken a zeuas ar plac'h o redek
Ha gouezhas da zaoulin ar beleg
"En anv Doue, Yann, distroet en-dro, ...(!) *
C'hwi zo kiriek, kiriek d'am marv"
VI
An aotrou Yann Flecher a zo person ...(!) *
Person eo bremaс, e bourc'h Nizon
Ha me am eus savet ar werzh-maс
M'eus hen gwelet meur 'wech oc'h ouelaс
Meur 'wech 'm eus hen gwelet oc'h ouelaс
Tostik-tost da vez Jenovefa
Berkana еще тексты
Оценка текста
Статистика страницы на pesni.guru ▼
Просмотров сегодня: 2