An hini a garan, gwechall bihan er gêr Pa oamp tostig an eil, an eil ouzh egile Va c'halon ne gare, gare nemet unan Pa oan bihan er gêr an hini a garan
An hini a garan, 'm eus kollet da viken 'Mañ degouezhet pell ha ne zistroio ken Ha setu ma kanan, kanan keti ketañ Ha setu ma kanan d'an hini a garan
An hini a garan, gwechall bihan er gêr Pa oamp tostig an eil, an eil ouzh egile Va c'halon ne gare, gare nemet unan Pa oan bihan er gêr an hini a garan
An hini a garan, un deiz 'n eus va losket Aet eo d'ar broioù pell, d'ur vro n'an'vezan ket Aet eo d'ar broioù pell da c'hounit e vara Kollet, kollet un deiz, an hini a garan