An hini a garan, gwechall bihan er gêr, Pa oamp tostig an eil, an eil ouzh egile, Va c'halon ne gare, gare nemet unan, Pa oan bihan er gêr an hini a garan.
An hini a garan, 'm eus kollet da viken, 'Mañ degouezhet pell ha ne zistroio ken, Ha setu ma kanan, kanan keti ketañ, Ha setu ma kanan d'an hini a garan.
An hini a garan, un deiz 'n eus va losket, Aet eo d'ar broioù pell, d'ur vro n'an'vezan ket, Aet eo d'ar broioù pell da c'hounit e vara, Kollet, kollet un deiz, an hini a garan .