Гуру Песен Популярное
А Б В Г Д Е Ж З И К Л М Н О П Р С Т У Ф Х Ц Ч Ш Э Ю Я
# A B C D E F G H I J K L M N O P Q R S T U V W X Y Z

Denez Prigent - E Trouz ar Ger | Текст песни

E trouz ar gêr ma'z on bac'het
Ma mouezh a oar sevel bepred (2x wech)

N'eus ket un deiz na ganfen ket
'Tra all d'am dizoaniañ er bed

Netra all nann d'am dizoaniañ
Pa 'deus 'r bed-mañ laeret din pep tra

Laeret din skeud an avel
Kan ar c'houmoul, tan an dremmwel

War ar c'hleuziou koroll ar gwe(z)
Laeret din loarioù an de(iz)

Laeret din hadenn an noz
Hag heñtoù don ar brulu roz

Laeret din an dour-derv
Glizh ar mintin, glaz ar prado'

Laeret din ma yezh, ma bro

N'eus ket un deiz na ganfen ket
Da zisoñjal reuzioù ar bed

Er skol 'm eus desket kement 'draoù
'Lodig 'zo gwir, 'lod bras 'zo gaoù

Er skol 'm eus desket kement 'draoù
E oa divuhez an dour-sav

'Oa divuhez an dour-melar
'Oa mut ar mein, bouzar an douar

'Oa tomm an tan ha glas ar bed
Pa'z eo ruz ha ruz-meurbet

Ruz pa sav an heol er beure
Ha ruz pa guzh en arbadae(z)

Ruz ar stered ha ruz al louar
Ruz an aezhenn, ruz al latar

Ruz ar brini war ar stignoù
Ha ruz ar glav er magedoù

Ruz an terdu ha ruz-poazh
Ha ruz ar mor 'm eus gwel't biskoazh

Ruz eo ar bed ha ruziañ 'ra
Bemdez bemnoz muoc'h-muiañ

Me 'glev ur son en avel foll
Hag hi ken nerzhus hag an heol

Hag hi ken splann hag al loar
Hag hi ken taer ha tan an douar

Ur wech hepken eo bet kanet
Ur wech hepken e deroù-bed

E deroù-bed e liñ vadenn
An eil gwech 'vezo e dibenn

A bep amzer hep 'mije c'hoant
Ma muzelloù a glask ar c'han

Ma muzelloù a glask ar son
Ha se a ra din kalz a aon

Ha se ra din kalz a aon
Ha memes tro joa em c'halon


Статистика страницы на pesni.guru ▼
Просмотров сегодня: 2
Видео
  • Denez prigent- E trouz ar ger Denez prigent- E trouz ar ger
    Denez prigent- E trouz ar ger ... Denez Prigent - Liza Gerrard - An Hini A Garan ...
  • denez prigent denez prigent
    El artista bretón denez prigent en la Nuit Celtique. ... +Jijopi Klark " e trouz ar ger " is ...
  • E Trouz Ar Gêr - Denez Prigent E Trouz Ar Gêr - Denez Prigent
    Denez Prigent au Festival des Vieilles Charrues 1999.
  • Denez Prigent - E Trouz Ar Ger (Lyrics in English ... Denez Prigent - E Trouz Ar Ger (Lyrics in English ...
    ... E Trouz Ar Ger Lyrics - approximate English translation by hagakure90. Denez ...
  • Denez Prigent - E Garnison!.avi Denez Prigent - E Garnison!.avi
    Denez Prigent - E Garnison!.avi ... Denez Prigent - Ar Sonerien Du - Les Sonneurs Noirs (A ...
  • Brall Ar Rodou - Denez Prigent Brall Ar Rodou - Denez Prigent
    Denez Prigent au Festival des Vieilles Charrues 1999.
  • DENEZ PRIGENT Fragmento DENEZ PRIGENT Fragmento
    Fragmento del concierto ofrecido por Denez Prigent en el Espacio Cultural CajaCanarias. Tras ...