E Kerchagrin ’penn traoñ ar roz
’Weler eno ul liorzh gozh
Ganti ken nemet askol du
Fouliar, linad ha roz ludu
Hag en he c’hreiz un dervenn gozh
’Zoura ma daeloù deiz ha noz
Ouzh he skourr uhel ispilhet
Ur gaouidell alaouret
Enni un eostig marzhus
Mab ul loar-gann hag un heol ruz
Ken trist e gan, e vouezh ken flour
Ma tav an avel hag ar mour
Ma tav an avel hag ar glav
Ha ma c’halon faezh ’vit selaou
Gervel a ra, gervel a ra
A-lazh e gorf hep ehanañ
Hep ehanañ, a-bouez e benn
Gervel a ra e steredenn.
Denez Prigent еще тексты
Оценка текста
Статистика страницы на pesni.guru ▼
Просмотров сегодня: 2