Didostait bugale Ar serr-noz hag ar gouloù deiz Roit kalon din-me Aon ‘m eus rak hon dazont Tomm eo d’ho kalonoù Furnezioù ar re a-ziwar ar maez Hag ar c’hleuñioù o tihuniñ War an douaroù ‘tro al lenn du
Diwanit bugale Ar stourmoù kalet, an emglev Ganeoc’h eo ‘teu komzoù didro Ha brav e kavan ho toare
Da safar ‘r yezh A ra diank din, siwazh
Diwanit bugale laouen Ar menezioù melen Gant hiraezh d’hor gouelioù kent ‘Tre ho tiweuzoù ar wirionez
Diwanit bugale Gleb ho taoulagadoù dre forzh c’hoarzhin Ha didrouz ho klac’harioù Diwanit bugale
Diwanit bugale Ar stourmoù kalet, an emglev Ganeoc’h eo ‘teu komzoù didro Ha brav e kavan ho toare