Ar rozenn hag al lili
Ar bugel-deiz
A ziskoueze
E zent-laezh en mousc'hoarzh ruz e levenez
Hag al lili hag ar rozenn
Zo 'vel al ludu 'n e-c'hichen
Hag ar rozenn hag al lili
Zo giz al ludu dirazi
En liorzh on bet
Kanan rae 'n evned
Hag evit ma dousig ma c'hlin 'm eus pleget
Glebiet ma c'hlin
E-barzh ar gliz yen
O kutuilh ar bravan fleur 'barzh ma jardin
Ur rozenn dan
'vit he c'halon glan
'Vit he bronn 'm eus troc'het div lilienn splann
Hag al lili hag ar rozenn
Zo 'vel al ludu 'n e-c'hichen
Hag ar rozenn hag al lili
Zo giz al ludu dirazi
En hon gwele
Ma mestrez' gouske
'Vel ma ra ur wezenn 'raok 'n amzer-nevez
Tal he divc'hen
Lakaet ar rozenn
Ha lakaet al lili war laezh he c'hoc'hen
Me 'm eus kavet
Vil an tri boked
Delugern war gened ma muian-karet
Hag al lili hag ar rozenn
Zo 'vel al ludu 'n e-c'hichen
Hag ar rozenn hag al lili
Zo giz al ludu dirazi
Gilles Servat еще тексты
Оценка текста
Статистика страницы на pesni.guru ▼
Просмотров сегодня: 1