War ballenn vlot ar c’hoad Mont a baziou voulouz Azezan ouzh ho troad Er brizhheol, en didrouz. Pell eus tabut an dud. Selaou sarac’h ho teil… Ha flouran a bep eil Gant va dorn ha va sell… A vouezh dous ho kervel A-bouez hoc’h anviou-hud : Derv-gwenn. Koad-kren Skav-gwrac’h. Faou-put Evor. Aozilh. Bezv-gwenn Va mil mignonez mut