Pœnt eo stagañ Bretoned gant stourm meur ar vro pœnt eo skubañ an oaled kempenn an ero un deiz e vo sklaer an amzer war henchoù don ar brezel kuzh un deiz e vo loc'hus ha taer distro Arzhur war ur marc'h ruzh pœnt eo stagañ Bretoned gant stourm meur ar vro.
Dinec'h ha krenn, Bretoned 'vo tenn ar stourmer en noz 'tarzho kastellioù gweleoù ar gwasker na kriz e vo heol an argad d'ar vourc'hizien ha d'an treitour na kaer e vo luc'h an tantad da galon Breizh, d'he argadour en noz 'tarzho kestellioù gweleoù ar gwasker dinec'h ha krenn, Bretonned 'vo tenn ar stourmer Ret 'vo dastum, Bretoned toc'had ar brezel eost du ar re 'vo daonet eo trec'h Breizh-Izel bugaligoù ha tud kalet a raio bec'h da chaseal da vountañ 'maez ar C'hallaoued da reizhañ hent, da vout feal eost du ar re 'vo daonet eo trec'h Breizh-Izel ret 'vo dastum, Bretoned toc'had ar brezel
An deiz a zo ker kuzhet war hent an distro fenoz e vo kutuilhet enor ar rannvro kerkent dihun, kerkent dispak ha bec'h da loch an enebour n'eus forzh penaos, n'eus forzh perak e redo nerzh 'vel red an dour fenoz e vo kutuilhet enor ar rannvro an deiz a zo ker kuzhet war hent an distro