Poent eo stagan Bretoned Gant stourm meur ar vro Poent eo skuban an oaled Kempenn an erv Un deiz e vo sklaer an amzer
War hentoù don ar brezel kuzh Un deiz e vo loc’hus ha taer Distro Arzhur war ur marc’h ruzh Poent eo stagan Bretoned Gant stourm meur ar vro
Dinec’h ha krenn, Bretoned ‘Vo tenn ar stourmer En noz ‘tarzho kastellioù Gweleoù ar gwasker Na kriz e vo heol an argad D’ar vourc’hizien ha d’an treitour Na kaer e vo luc’h an tantad Da galon Breizh, d’he argadour En noz ‘tarzho kastellioù Gweleoù ar gwasker Dinec’h ha krenn, Bretoned ‘Vo tenn ar stourmer
Ret ‘vo dastum, Bretoned Toc’had ar brezel Eost du ar re ‘vo daonet Eo trec’h Breizh-Izel Bugaligoù ha tud kalet A raio bec’h da chaseal Da vountan Ynaez ar C’hallaoued Da reizharï hent, da vout feal Eost du ar re ‘vo daonet Eo trec’h Breizh-Izel Ret ‘vo dastum, Bretoned Toc’had ar brezel
An deiz a zo ker kuzhet War hent an distro Fenoz e vo kutuilhet Enor ar rannvro Kerkent dihun, kerkent dispak Ha bec’h da loch an enebour N’eus forzh penaos, n’eus forzh perak E redo nerzh Vel red an dour Fenoz e vo kutuilhet Enor ar rannvro An deiz a zo ker kuzhet War hent an distro