(Excerpt from “Diougan Gwenc’hlan,” a Breton poem from 5th century)
En an Deiz Ruz me ‘wel an hoch tont eus ar choad, Hag eñ gwall-gamm, gwallet e droad, E veg digor ha leun a wad Hag e reun louedet gant an oad Hag o soroc’hal war e dro Gant an naon e voc’higoù.
Me ‘wel ar morvac’h ‘c’h enep-tont ken e kren an aod gant ar spont; Hag eñ ken gwenn hag an erc’h kann ‘Zo en e benn kerniel arc’hant. An dour dindanañ o virviñ Gant an tan-taran eus e fri;
Ne vern petra a c’oarvezo Pezh a zo dleet a vezo: Ret eo d’an holl mervel teir gwezh Kent evit arzav en diwezh.
Dakc’h mat ‘ta! Dalc’h mat ‘ta! Morvarc’h! Darc’h war e benn! Darc’h mat ‘ta! Darc’h!
Me ‘wel ar gwad betek e c’hlin, Me ‘wel ar gwad evel ullenn! Gwazh ouzh gwazh! Darc’h ‘ta! Gwazh ouzh gwazh!