Гуру Песен Популярное
А Б В Г Д Е Ж З И К Л М Н О П Р С Т У Ф Х Ц Ч Ш Э Ю Я
# A B C D E F G H I J K L M N O P Q R S T U V W X Y Z

Jef le Penven - Follentez eo (Orchestre De Brocéliande) | Текст песни

II — Follentez eo (ténor)

1
Follentez eo kantreal keid
Ha ma pad krohenn war an treid.
Na kaer eul loch dindan eun doenn
Zoken gand raosklenn pe gand broenn.
Mond kuit beb bloaz da goulz ar zeo
Follentez eo.

Gwelloh da vabden, war an douar,
Eur vro da veva brao,
Ha pa ne gavfe nemed mouar
Da drempa gand dour glao.

2
Follentez eo dilezel tud
A ra digemer deoh ha klud.
An eon o nijal d'ar hreisteiz
A oar peleh emañ e neiz
Ha ni a gerz e mantell reo,
Follentez eo.

Gwelloh da vabden, war an douar,
Eur vro da veva brao,
Ha pa ne gavfe nethed mouar
Da drempa gand dour glao.

3
Follentez eo daouzrailla nask
Pa n'ouzer petra zo da glask,
Med geot ar hloz a goll e zaour,
Ar Helt, en ti, a zoñj el laour
Hag a rank mervel da zond beo,
Follentez eo.

Gwelloh da vabden, war an douar,
Eur vro da veva brao,
Ha pa ne gavfe nemed mouar
Da drempa gand dour glao.

Jef le Penven еще тексты


Статистика страницы на pesni.guru ▼
Просмотров сегодня: 1
Видео
Нет видео
-