Ev sistr 'ta Laou, rak sistr zo mat, lonla Ev sistr 'ta Laou, rak sistr zo mat Ev sistr 'ta Laou, rak sistr zo mat Ur blank, ur blank ar chopinad lonla Ur blank, ur blank ar chopinad
Ar sistr zo graet 'vit bout evet lonla Hag ar marc'hed 'vit bout karet
Karomp pep hini e hini, lonla 'Vo kuit da zen kaout jalouzi
N'oan ket c'hoazh tri miz euredet, lonla 'Benn 'vezen bemdez chikanet
Taoliou botou, fasadigou, lonla Ha toull an nor 'wechadigou
Met n'eo ket se 'rae poan-spered din, lonla Ar pezh 'oa bet lavaret din
Laret 'oa din 'oan butuner, lonla Ha lonker sistr ha merc'hetaer
Ev sistr 'ta Laou, rak sistr zo mat, lonla Ur blank, ur blank ar chopinad.