Ai 'ta ! Bretoned, poent eo sevel hiriv Poent eo bale stank-ha-stank war hentoù don ar vro Poent eo mediñ an edoù hon eus ankounac'haet Poent eo degas dour da vat d'hor meilhoù dilezet Ai'ta ! ma mignoned.
Ai 'ta ! Bretoned, dav eo sevel bremañ Dav eo pediñ Sant Kado da reiñ frankiz d'ar vro-mañ Dav eo deomp eostiñ frouzhennoù hon dispac'h Dav eo deomp mont war-raok davit deiz ar gloar Ai 'ta ! a-benn bout dizalc'h.
Ai 'ta ! Bretoned, ret eo sevel hor mouezh Ret eo c'hwezhañ an tantad war-lein ar menez Ret eo deomp derc'hel penn da vac'herien hor bro Ret eo deomp chom disuj d'ar vourc'hizien atav