Lavaret he deus din-me gortoz anezhi War an uhel an dorgenn Gant ur boked rozennoù-agroaz en ur c'hwibanat un ton ; Kutuilhet 'm eus ar bleunioù 'giz er ganaouenn, C'hwibanaet ken ma c'hallen, gortozet, gortozet am eus, 'vel ar c'haner brudet, zoken am eus luchet ...
Me 'oar-me e kemer kalz amzer ar garantez Neuze ne zizesperan ket e teuio davedon un deiz Marteze ez on eeun soñjal en dra-se N'eo ket deuet en dro-mañ, met 'm eus ket droug outi evit-se
Lavaret he deus din-me gortoz anezhi E fin an abardaez War ribl ar ganol gant ur jiletenn-saveteiñ ; Ha torret 'm eus ma revr, 'vel Paotr ar Pikardi, Dilavar, war e gobar, da c'hortoz 'pad pennadoù hir, Ar c'hentañ skluz, war e basianted ...
Me 'oar-me e kemer kalz amzer ar garantez Neuze ne zizesperan ket e teuio davedon un deiz Marteze ez on eeun soñjal en dra-se N'eo ket deuet en dro-mañ, met 'm eus ket droug outi evit-se.