Гуру Песен Популярное
А Б В Г Д Е Ж З И К Л М Н О П Р С Т У Ф Х Ц Ч Ш Э Ю Я
# A B C D E F G H I J K L M N O P Q R S T U V W X Y Z

Tri Bleiz Die - Ar c'hortoz | Текст песни

Lavaret he deus din-me gortoz anezhi
War an uhel an dorgenn
Gant ur boked rozennoù-agroaz en ur c’hwibanat un ton ;
Kutuilhet ‘m eus ar bleunioù ‘giz er ganaouenn,
C’hwibanaet ken ma c’hallen, gortozet, gortozet am eus,
‘vel ar c’haner brudet, zoken am eus luchet ...

Me ‘oar-me e kemer kalz amzer ar garantez
Neuze ne zizesperan ket e teuio davedon un deiz
Marteze ez on eeun soñjal en dra-se
N’eo ket deuet en dro-mañ, met ‘m eus ket droug outi evit-se

Lavaret he deus din-me gortoz anezhi
E fin an abardaez
War ribl ar ganol gant ur jiletenn-saveteiñ ;
Ha torret ‘m eus ma revr, ‘vel Paotr ar Pikardi,
Dilavar, war e gobar, da c’hortoz ‘pad pennadoù hir,
Ar c’hentañ skluz, war e basianted ...

Статистика страницы на pesni.guru ▼
Просмотров сегодня: 1
Видео
Нет видео
-