Da c'houloù-deiz Miloù poan en e revr 'oa 'tont en-dro d'ar gêr O vont gant e hent E kavas ur skipailh a gorriganed Ar gorriganed 'oa o pediñ anezhañ da vont war o heul En ur ganañ Hag en ur zañsal en ur c'helc'h en-dro dezhañ
"Miloù deus ganeomp Da zañsal en noazh 'ba' 'r c'hoadoù !" "Dañsal ganeoc'h Ne rin ket lutuned ludig brein !" Met n'en deus ket bet 'r choaz
Hag o tañsal Gant e vignoned nevez laouen en o-zouez Miloù 'sante Ar garantez 'c'h 'ont 'barzh dre e holl doulloù
Ha pa savas Al loar-gann a-us d'ar c'hoadoù Miloù 'guitaas E vignoned ar gorriganed Rejouiset e galon