Pegen pell ‘mañ ma hunvre Ha pegen hir eo an dale ; Soñjal ‘raemp d’ar mare-se E kemmje an traoù dillo-tre, Eus an deiz d’egile.
Siwazh, netra na c’hoarvez, Ha den ebet ‘sav e vouezh, Pep hini a chom er gêr Hag a dav war zigarez N’eo ket re vrein e vuhez ; Bezomp disuj ha disent, Disheñvel-mik diouzh an dud A heul evel deñved, Na chomomp ket bouzar, dall ha mut.
Pegen pell ‘mañ ma hunvre, Spioù kerseet hor yaouankiz ; Spi a reizh, spi a frankiz N’int ket aet war nij koulskoude, Eus an deiz d’egile.