Гуру Песен Популярное
А Б В Г Д Е Ж З И К Л М Н О П Р С Т У Ф Х Ц Ч Ш Э Ю Я
# A B C D E F G H I J K L M N O P Q R S T U V W X Y Z

Tri Bleiz Die - Dalc'homp mat ! | Текст песни

Glav 'ra ha plac'hed a zo laleno

Kanomp kamaladed,
Kamaladed ha tud karet
Hor joa a-boan kuzhet
O vezañ Bretoned
Tud eus bro ar c'hrampouezh,
Ar sistr hag ar festoù-noz,
Ar c'habelloù krenn hag ar gweleoù kloz,
Ar chouchenn hag ar meurvein

Sachomp kuit ! setu ma tegouezh mor an douristed
Sachomp kuit ! emañ ar c'hirri-kampiñ o tont d'hon aloubiñ
Rak hor bro leun a dud laouen, daoust ma ra glav bepred,
An hini eo, a blij ar muiañ d'ar C'hallaoued

Glav 'ra ha plac'hed a zo laleno

Kanomp-ni holl a-gevret
Da zegemer an douristed
Espres 'vito 'z omp gwisket
'giz ar c'hantvet tremenet
Hag e-keit ha ma paeint
Evit traoù mod-kozh
E c'hellint disprizout ar binioù-kozh,
Hor sevenadur, hor yezh

Sachomp kuit ! setu ma tegouezh mor an douristed
Sachomp kuit ! emañ ar c'hirri-kampiñ o tont d'hon aloubiñ
Dalc'homp mat ! Bretoned, chomomp c'hwek tout an hañvezh
An arc'hant gall a ren a-hed ar bloaz, ar bloaz a-bezh

Deomp da ganañ a-bouezh-penn
Hor c'hanaouennoù lonkerien
Dañsomp gant hor botoù-basket
Araok ma vo poent kousket
Ya, kanomp ar c'hrampouezh,
Ar sistr hag ar festoù-noz,
Ar c'habelloù krenn hag ar gweleoù kloz,
Ar chouchenn hag ar meurvein

Sachomp kuit ! setu ma tegouezh mor an douristed
Sachomp kuit ! emañ ar c'hirri-kampiñ o tont d'hon aloubiñ
Dalc'homp mat ! Bretoned, chomomp c'hwek tout an hañvezh,
Bremaik ez aimp da zispign arc'hant gall e Saint-Tropez.

Glav 'ra ha plac'hed a zo laleno

Статистика страницы на pesni.guru ▼
Просмотров сегодня: 1
Видео
Нет видео
-