Aet eo Joe Strummer kuit nevez zo Marv eo Joey Ramone n’eus ket pell zo N’ouzon ket piv ‘vo da heul, punk is dead ! Dazont ebet ?
Gouzout a ran n’hallfen ket, d’am meno, Ma dizoaniañ gant Kyo.
Jean-Pascal, kae da zislonkañ Da adverenn, da adverenn da lec’h all Un disamm kaer ! Met warc’hoazh, piv a yelo er-maez D’eus ar c’hastell ?
Gouzout a ran n’hallfen ket, nann, siwazh, Ma dizoaniañ gant Michal.
N’eus ket ‘met lakaat bec’h dezhi, paotred ! Bec’h dezhi, paotred ! ar rock’n’roll ‘zo bec’h dezhi ! Gwell e vefe c’hoazh ma tizhfe ma ampli Al live unnek
Gouzout a ran n’hallfen ket, ‘m eus aon, Ma dizoaniañ gant ma c’han.