Гуру Песен Популярное
А Б В Г Д Е Ж З И К Л М Н О П Р С Т У Ф Х Ц Ч Ш Э Ю Я
# A B C D E F G H I J K L M N O P Q R S T U V W X Y Z

Tri Bleiz Die - Deiz pe zeiz | Текст песни

Deiz pe zeiz ne vo ket mui staget Bro-Naoned,
Staget ouzh ur rannvro, ijinet gant un den penn-droch ha berr e spered
Neuze prederit mat, marc’hadourien avel ha promesaoù didalvez,
Ha grit diouzh ma vo lidet, an deiz-se ‘vel ur gouel, eus Bro-Leon da vBro-Raez

Un deiz brav en abardaez ‘ba’ straedoù Naoned
Tarzhadennoù, mesk, reuz, youc’h ha moged,
Tud pignet war an delwennoù, bannieloù war-bouez o brec’h,
C’hoarzhadegoù ar merc’hed, kanoù ar baotred,
Amourouzien o vale kazel-ha-kazel
Skoperien-tan, janglerien ha sonerien

E-touezik noz ha serr-noz ‘ba’ straedoù Naoned
Tarzhadennoù, mesk, reuz, youc’h ha moged,
Tud o redek da bep tu, hag ar fliked war o lerc’h,
Daeroù, leñvoù ar merc’hed, fulor ar baotred,
Amourouzien o klask evel tud dall o muiañ-karet
Gouleier-tro, greunadennoù lakrimojen

Tri Bleiz Die еще тексты


Видео
Нет видео
-
Оценка текста
Статистика страницы на pesni.guru ▼
Просмотров сегодня: 1