Taol pled ! mekanik diaoulek, prest omp d'az peurlazhañ Taol pled ! mekanik satanazet, gouest omp d'az kwall-lazhañ Ni hon eus ganet hor mibien er boan hag en anken Ni hon eus ganet hor merc'hed e doan ar c'hemmeskailhez Oc'h analañ da boultrenn Ken diaes m'eo bet bevañ.
Taol pled ! mekanik diaoulek, prest omp d'az tistrujañ Taol pled ! mekanik satanazet, gouest omp d'az kas da netra Gwelet hon eus koshaat hon tadoù dalc'het war o gwele Gwelet hon eus mervel hor mammoù eus an deiz d'egile E disheol ar greizenn Pep hini 'guzh e gleñved en didrouz Met piv n'eo ket bet dasskignet en hon touez ?
Paotr an interamant a zo aet d'an douar E bered vihan ar vourc'h diouzh ar beure-mañ Den nemet ar beleg, e brezegenn hag e groaz Evit e gas d'an anaon da zeiz Kala-Goañv ; Dindan ar glav pilpolos bountet gant ar gwalarn Eo aet d'an douar paotr an interamant.
Taol pled ! mekanik diaoulek, prest omp d'az pulluc'hañ Taol pled ! mekanik satanazet, gouest omp d'az puzuilhañ Pehini ac'hanomp 'vo an nesañ da glevout 'kreiz an noz Wig a wag hirisus karr an Ankoù o terriñ an didrouz Ha ne glevoc'h ket, tudoù An dever oc'h hor c'hervel 'vit sikour Hor bed 'tal an dañjer nukleel o c'hourdrouz ?