Ev sistr 'ta Laou, rak sistr zo mat, lonla Ev sistr 'ta Laou, rak sistr zo mat Ev sistr 'ta Laou, rak sistr zo mat Ur blank, ur blank ar chopinad lonla Ur blank, ur blank ar chopinad Ar sistr zo graet 'vi bout evet, lonla Ar sistr zo graet 'vi bout evet, Ar sistr zo graet 'vi bout evet, Hag ar merc'hed 'vit bout karet Hag ar merc'hed 'vit bout karet
Karomp pep hini e hini, lonla Karomp pep hini e hini Karomp pep hini e hini 'Vo kuit da zen kaout jalousi, lonla 'Vo kuit da zen kaout jalousi N'oan ket c'hoazh tri miz eureujet, lonla 'Ben 'vezen bemdez chikanet Taolioù botoù, fasadigoù, lonla Ha toull an nor 'wechadigoù
Met n'eo ket se 'ra poan-spered din, lonla Ar pezh 'oa bet lavaret din Lâret 'oa din 'oan butuner, lonla Ha lonker sistr ha merc'hetaer Ev sistr 'ta Laou, rak sistr zo mat, lonla Ur blank, ur blank ar chopinad