Ma skrivan ouzh skeud va c’hleuzeur Gwerzennoù digampost ha goullo Gant an ibil munut-mañ diasur em dorn skuizh Ma skrivan da noz war gein goleier lizhiri Barzhonegoù dister : brizhvarc’hadourezh Na gaver enno nemet bleunioù gouez… Hag ur vruzhunenn karantez. Rak kement-mañ a ran evit ar re a garan. Skrivañ ’ran, avat, barzhonegoù all N’eo ket ouzh skeud ar c’hleuzeur Met ouzh sked an heol N’eo ket war gein goleier lizhiri Hogen war vruched noazh an Hini a garan War groc’henn noazh ar Vro a garan N’eo ket gant un ibil o skrivañ Hogen gant binvioù-dir — Arabat soñjal e goaf pe gleze Va binvioù zo binvioù a beoc’h hag a stuz Ne skrivan ket gwerzennoù a zaouzek troad ’N ur gontañ war va bizied Met a zaouzek-ugent troatad… hag ouzhpenn. Va gwerzennoù, m’o skriv gant dir lemm va falc’h Andell hag andell e blev melen va Bro An Heol a ra ganto barzhonegoù frondus A zaskagn din va buoc’hed en nozioù-goañv Va gwerzennoù m’o skriv gant soc’h va alar War gig bev va Bro-Vreizh, erv goude erv — Enno e kuzhan greunennoù aour — An Nevez-hañv ’ra ganto barzhonegoù : Morioù emrodez o wagenniñ en aezhenn An hañv ’ra ganto lennoù kenedus a doc’hed Avel Eost a laka warno sonerezh Ha bangor an dornerez o c’han din D’an devezhioù gwrez an eizhvet miz D’an devezhioù poan ha poultr ha dour sall. Va Barzhonegoù sakr ha… disprizet !