Гуру Песен Популярное
А Б В Г Д Е Ж З И К Л М Н О П Р С Т У Ф Х Ц Ч Ш Э Ю Я
# A B C D E F G H I J K L M N O P Q R S T U V W X Y Z

Youenn Gwernig - Gwerz an 60 Martolod | Текст песни

Selaouet 'ta, ha selaouet
Selaouet 'ta gwir Vretoned,
Pebezh anken war hon douar,
Tro-war-dro, na pebezh glac'har!

Gwelet hon eus, en avel lor
O nijal, ul labous-mor,
War an douaroù argaset
Dre ma oa ar mor fuloret.

Fuloret 'oa, fuloret-mat,
evel na oa bet biskoazh tud vat,
Tri-ugent den en deus lazhet
Tud yac'h ha kreñv, ha Bretoned.

Seizh batimant, tri-ugent den,
Kollet en mor 'kreiz an noz yen;
N'o gwelin mui e Konk-Kerne,
'Tiskargañ pesked war ar c'hae.

Ha war ar vro ar vrumenn du
En em astenn evel ludu;
En tiegezhioù ar glac'har
'N em led e kalon an dud kar.

E dek parrez a vro Gerne
Ar glaz a dint diouzh a beure;
Santez Anna ar Vretoned
Pedit evit ar re dremenet.

Youenn Gwernig еще тексты


Видео
    Нет видео
    -
    Оценка текста
    Статистика страницы на pesni.guru ▼
    Просмотров сегодня: 2