Гуру Песен Популярное
А Б В Г Д Е Ж З И К Л М Н О П Р С Т У Ф Х Ц Ч Ш Э Ю Я
# A B C D E F G H I J K L M N O P Q R S T U V W X Y Z

Barzaz - Parrez Lok Malo | Текст песни

Tuchantig 'erruey an hañv, 'di gorey ar pardonioù
Ni 'yey nimp toud war un dro da bardon Lok-Malo

Welehomp ni an dud yaouank ba 'e prosesionoù
levrioù gante 'n o dorn o kaniñ kantigoù.

Hag ar gonskried yaouank o tougen bannelegoù
Ar vailhañtañ anezhe o tougen Sant-Malo

Ar parrez e Lok-Malo 'zo ur parrez a-feson,
Panevet an aotrou Maer, ar c'hure hag ar person.

Panevet an aotrou maer, ar person hag ar c'hure,
Doent treizet ur femelen, doe ket c'hoazh tri wec'h vle....

Gant tammigoù a gate ha bannac'higoù kafe,
O lâret he chapeled, un noz e-tal he gwele.

Med bremañ aotrou kure, c'hwi yey c'hwi da Wened,
Da weled an aotrou eskob 'vit goulenn bout eskuzet

"Bonjour deoc'h aotrou eskob, setu me deuet d'ho kavet
Abalamour d'ur felañsein 'zo ganin erruet."

"Antreet aotrou kure, antreet en buro,
Me 'rey deoc'h un tamm paper, c'hwi retorney en dro.

Me rey deoc'h un tamm paper, c'hwi retorney en dro,
Ne deullet ket ho amied deus parrez Lok-Malo."

...Ar parrez a Lok-Malo 'zo ur parrez a-feson,
Panevet an aotrou maer, ar c'hure hag ar person...

Barzaz еще тексты


Видео
Нет видео
-
Оценка текста
Статистика страницы на pesni.guru ▼
Просмотров сегодня: 4